You are on page 1of 10

15 bloavezh advouezhia

Pe penaos e oa kroget an trao


Corinne ar Mero

E 1999 e oa bet kroget pep tra, ha krouet an advouezhia e brezhoneg, pa ne oa mann ebet war
an dachenn-se. Ma ne oa ket bet graet al labour-se en doare micherel, bet kaset da benn dar
choulz-se, ne vije tra ebet war an dachenn-se hirie. Ma ne oa ket bet deus Rozenn Milin1, ur
plach mennet da gas an trao da benn, ne vije den ebet evit lakaat war-wel hirie disocho al
labour he doa-hi graet, hag ar skipailh kenta dhe heul hag asambles ganti.

1999 : sevel ar binvio


Klasket e oa bet advouezhia trao zo er bloavezhio kent. Ranno zo deus Ulis 31 er
bloavezhio 80, da skouer, e diabarzh pezh a oa FR3 dar mare-se, ha roudo a gaver deus se
war ar web2 (kanaouenn Ulis 31 gant Jean-Luc Roudaut), pe deus Yakari (kanaouenn gant
Nolwenn Korbell3) Bruzhuno e oa ken ha pa vefe bet lakaet o donezon e-barzh an taol
gant tud mennet , ha ne oa ket bet lakaet e plas ar benveg, dafar ha skipailh, a oa da veza
savet choazh.
Er bloaz-se e oa aet war-raok, a galz, ar soj sevel ur chadenn skinwel evit ar vro e penno
Rozenn Milin ha Patrick al Lae. Hag evit Rozenn Milin, plach mennet ha brezhonegerez aviskoazh anezhi, ne oa ket moaien da sojal en ur chadenn a seurt-se hep ma vije roet ur plas
dar brezhoneg warni. Roi las dar chroui war-eeun, pa oa ken bihan an niver a deknisaned
a bep seurt kap da gas raktreso filmo ha teulfilmo e brezhoneg da benn vat, ha
tresadenno-bev nebeutoch choazh, a vije bet ur raktres ramz ne oa ket tu da voulcha ken
aezet moarvat. Krogi gant an danvez a oa, ha lakaat an danvez-se e brezhoneg a oa ar
bazenn genta.
Tud barrek war ar brezhoneg, kustumet da choari evit ar choariva peurvuia, hengoun
kozh e Breizh , a oa e-leizh. Tud all, kustumet da droi, stummet war se, a oa dioute ivez. Ha
krog e oa bet Rozenn Milin da vont en darempred gant an holl reo se. Ne vijent ket lakaet

Gwelet ar bajennad Wikipedia war Rozenn Milin : goo.gl/lVH4fX


Gwelet al lechienn-ma : goo.gl/l7SFUd
3
Da selaou ama : goo.gl/0zwerv
2

15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

dober ur vicher nanvezen ket hep stumma anezhe plach a-vicher eo Rozenn Milin, ha
got a ouie an doare ! Aozet he doa neuze ur staj stumma evit an dud o doa diskouezet
beza intereset gant ar raktres.

Ur mizvezh stumma e Karaez


Ur mizvezh stumma, stank ha leun-chouk an devezhio, a oa bet neuze en hav 1999.
Digoret e oa bet dorejed un ti bras a-walch e Karaez gant Christian Troadec, e-lech ma oa
bet staliet an dafar ret evit ar prantad stumma-se. Ha gant Rozenn Milin, savet ur skipailh
stummerien a-vicher boas da labourat e ti Dubbing Brothers, ur stal advouezhia e-mesk ar re
vrudeta e Bro-Chall, da zont da stumma ar vandennad brezhonegerien prest da vont dezhi.
Komedianed hag azasaourien o doa bevet asambles kazi noz-deiz evit en em brienti dan
avatur nevez-se. Ha tekniko resis a oa da veza desket : choari evit an advouezhia neo
ket choari war ul leurenn choariva, troi diwar ur yezh deben, war baper, neo ket azasaat
komzo tudenno ur film pe un dresadenn-vev. Dav beza solut war e dachenn genta evit
gellet mont war an eil, met dav ivez beza stummet ha kompren peseurt mod e tro an trao
war an eil tachenn-se.
E-mesk ar gomedianed nem eus ket soj deus an holl anvio, gant ma vin iskuzet gant an
holl ! , e oa tud e-giz Nolwenn Korbell, he doa bet boulchet an hent asambles gant tud all e
Yakari da skouer, Yann-Fach Kemener, Annie Ebrel, Remi Derrien, Anna Auffret, Jakez
Andre, Mona Bouzeg, Bob Simon, Pascal Cariou, Gisle Gurudeg, Marthe Vassallo, Sylvie
Gueguan, Louis Donval, hag ur vandennad tud yaouank, Saig Ollivier, Yann-Herle Gourves ha
Riwal Kermarec en o mesk. Deus tu an danvez-azasaourien e oamp chwech : Christian ar
Braz, Bastian Gwilho, Laors Skavenneg, Remi Derrien, Stefan Moal ha me, saoznegerien,
gallegerien ha brezhonegerien an holl achanomp.
E-keit ha ma oa ar gomedianed o pleustri war dekniko an advouezhia, o kustumi dar
binvio a vez graet gante, en tu all dan doare choari isipisial da zeski, e oamp-ni o pleustri
war ar memes binvio evit lakaat komzo Bruce Willis, Robert Redford ha Scarlett Johanson
pe Oprah Winfrey e brezhoneg. Soj mat am eus e oa bet labouret war tammo filmo zo,
bet azasaet e galleg gant Jean-Marc Pannetier, ar penn-meur en advouezhia a oa o stumma
achanomp : Armadegedon, The Horse Whisperer, Beloved

Tekniko espres-kaer ha nevez-flamm e brezhoneg


Lakaat gerio e brezhoneg e plas gerio e yezho all ne oa ket trawalch, anat deoch ! Ret e
oa klask lakaat anezhe, da vat, e-barzh geno an tudenno war ar skramm Ul labour

15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

stank a oa bet graet war lusk ar chomzo, war lakaat anezhe da glota, ar muia ma oa tu,
gant fivadenno muzello an tudenno, war ster hollek o chomzo en un istor hag en ur
bed klok, war ar sojo a oa bet choant da roi da intent, pa oa ar gerio choazet ganimp da
veza danvez kenta labour ar gomedianed war-lerch.
Azasaat ur film a zo par e meur a gever da droi ul levr lennegezh : dielfenna anezha,
kompren anezha, kompren kement tudenn zo e-barzh a zo dober da genta, ha gwir eo evit
kement film a zo, pennoberenn anezha pe get. Un diforch bras a zo ivez : en ur film pe en
un dresadenn-vev ech eo tud o komz a glever. Ha skrivet eo al lodenn vrasa deus ar
skrido-aoza gant komzo a challer kredi e vefent lret e buhez hirie, war ar pemdez.
Neus ket afer, en mod ebet, deus ur yezh lennegel a vefe lakaet war ar skrammo. Graet
eo ar filmo evit beza klevet hag intentet gant an dud hirie ach a da welet ha da glevet
anezhe. Soj m eus deus un evezhiadenn a oa bet graet, da skouer, pa oa bet advouezhiet
Laselod ganimp. Sojet e oa bet gant unan bennaket e vije bet brav sila brezhoneg deus ar
mare ma choarvez ar film. Tra kenta da chot, memestra, neo ket labour an azasaourez
treuzfeurmi ar skrid orin ha lakaat anezha da glota gant sojo diavaez. Neo ket perchen
an azasaourez war ar chomzo-se, nint ket bet savet gantaganti. Da eil, en em choullet m
eus bet meur a wech abaoe peseurt mod e vije bet degemeret ur film en henvrezhoneg ! Ha
koshoch choazh marteze an doare da gomz (isgoulenn : peseurt yezh an diaoul a veze
kaozeet gant Laselod, tudenn vojennel ?)
Un dalch all hon eus bet da dala outa ingal : ar boazio. Ne oa ket kustum, tamm ebet, ar
re a selle deus ar filmo pe deus an tresadenno-bev advouezhiet, o klevet brezhoneg en un
degouezh a seurt-se. A-wecho e challe dont diaesterio zo deus sio fall an distaga : o
krogi gant ar vicher e oa an dud er skipailh, mat e oa kaout soj deus an dra-se. Ha dreistholl, ne oa ket bet gwelet na klevet brezhoneg war amzer ur film faltazi gant den ebet. Dav
kustumi ivez4 ! Hag evit echui, liveo yezh an holl nint ket memes re : tu bennaket war an

Abaoe 2010 e vez klasket, war Brezhoweb, kinnig un dra a oa digustum dan dud ivez : istitlet e vez e
brezhoneg un nebeud deus ar filmo kinniget. Meur a abeg da se, ha komprenet mat en doa Lionel
Buannic peseurt interest a oa en afer-se. Da zigenta zo un hengoun e galleg ne faote ket dimp lakaat
e pleustr e brezhoneg : pa vez klevet unan bennaket o kaozeal en ur yezh neo ket galleg e vez
advouezhiet gant ur voice over, ur vouezh war-benn . A-boan ma vez klevet mouezh an den o
kaozeal, an ton a vez ganta pe ganti o lret an trao. Dav lret neus ket bet sojet e oa un dra vat
dober e brezhoneg : a-bouez e oa klevet an den o komz ! Eil tra a-bouez a oa roi tro dan dud da lenn
brezhoneg buan, gant ar memes lusk ha komzo gwir : distabilaet e oa bet meur a hini er penn-kenta,
met lenn galleg buan a zo bet desket gant an holl (netra naturel en afer-se !), ha brav e oa roi an tu
dober e brezhoneg ivez. Ur boelladenn ouzhpenn evit mestronia ar brezhoneg, asambles gant ar
blijadur da glevet yezho all war-eeun. E mod-se e oa bet azasaet ganin, da skouer, komzo ar vouezh
off e filmo e-giz Mandela, war anv ar frankiz pe Irak, distro Allah, ha savet an istitlo e brezhoneg wareeun pa veze klevet an dud aterset o kaozeal. Ar soj-se a zifennan un toullad bloavezhio zo brema,
15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

hent ema an holl, o vont war-raok do lusk, met nomp ket holl er memes lech war an hentse. Hag a-wecho, a-raok tamall lagad ar re a ra al labour ne vefe ket fall sellet a-dost deus ar
pezh zo e-barzh hon lagad dimp. Pe ma kavit gwell : pezh a gomprenit pe ne gomprenit ket ebarzh ur film advouezhiet a chall beza ur gwir skoazell evit kompren e pelech emaoch
arriet war an hent-se Brava tra m eus bet klevet a oa bet gant tud zo o doa sellet deus
Marion ar Faoued : chomet e oant, da zigenta, da sellet a-dost deus fivadenno ar
muzello, o klask gwelet hag-e e klote kement ger klevet gante ; war evezh e oant bet, en
eurvezh genta, war live ar brezhoneg, ar fazio a c'halle beza. Ha goude-se (teir eurvezh e
pad ar film) e oant splujet en istor, er film, hag ankouaet gante, penn-da-benn, e peseurt yezh
e oa !
Un dra zo sur : uhel e oa al live a felle da Rozenn Milin e vefe roet d'ar brezhoneg pa selle-hi
deus an trao a veze advouezhiet, pa selle ha pa selaoue a-dost al labour a veze graet, deus
tu an azasaat, ar choari, hag ar brezhoneg a veze roet da glevet. Hag uhel a dalv ama e felle
dezhi klevet brezhoneg, tra all ebet. Ur gwir breder he deus bet a-viskoazh war an dra-se, hag
ar memes soj hon doa-ni, hag hon eus choazh, Laors Skavenneg ha me, war ar brezhoneg-se
zo da roi da glevet. Akord omp bet en hon chenlabour a-dost, memes pa oa aet kuit Rozenn
dober pezh he doa dober e lech all, e-pad an daouzek vloaz ma oamp bet o roi e livio dan
advouezhia, asambles gant ar gomedianed.
Da gever ar staj hon doa desket ur yezh skrivet nevez ivez, hini an detekti, pa lakaer
sino ispisial e-tal komzo an tudenno, a dalv evit kement fivadenn a vez gant o genoio.
E penn-kenta e oa bet sojet e vefe graet an detekti koulz hag an azasaat gant an
azasaourien. War ur poellad ispisial e labouremp, Syncode , bet ijinet espres-kaer evit se.
Ret e oa dovaat al loen-se ivez ! Met got a raemp petra a dalveze kement sin skrivet war ar
vandenn, ha peseurt mod lakaat ar c'homzo da genglota gant doare muzello tudenn-matudenn. Muioc'h a-bouez n'eus ket, pach eo an dra-se a c'hall roi da gredi e komz an dud
en hon yezh !
Trao all a oa deut war-wel ivez, diouzhtu : talvoudegezh vras doare pep hini da vont gant
e vrezhoneg. Ha kerkent, gant an holl, hep kaozeal deus se kement-se e-pad ar stumma,
e oa bet komprenet hon doa aze ur binvidigezh a rofe ul liv dibar dan advouezhia e
brezhoneg, na vije ket graet e mod Pariz gwech ebet, ha ne vije ket skarzhet, gwech ebet, ar
binvidigezh divent-se. An tekniko a oa mat da gompren ha da vestronia, met sell ar

hag evurus on bet er bloaz-ma o klevet e oa bet goullet, gant tud ur skolaj o labourat war ur film
kinniget dezhe gant Daoulagad Breizh, kaout istitlo e brezhoneg. Gant ma vo graet aliesoch-alies
brema !
15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

Ildefraseien a vez o klask diverka kement tra neo ket ildefraseg er yezh a vez klevet ebarzh ar mediao, neo ket un dra a felle dimp, Bretoned penn-kil-ha-troad, ranna gante
ouzhpenn.

Krogi ganti : TV Breizh hag avatur nevez ar brezhoneg !


Roet em boa ma dilez dar skolio katolik e-lech ma labouren dar mare-se abaoe un eizh pe
nav bloaz bennaket a oa e-giz kargadez a gevredi war mera ar chlaso divyezhek e Penn-arBed. Kred bras am boa e dazont ar benveg e oamp o sevel holl asambles, diwar intrudu
Rozenn Milin, mennet ken-ha-ken hag he doa gouvezet ranna an tan a oa enni gant lod. Ha
kendrechet e oan bet gant ar skipailh bodet dar choulz-se, pa nhaller ket ober seurt trao eunan en e gorn, hag ech eo labour pep hini, micherel ha sojet mat, a chall solutaat an trao.
Ha me lr deoch, evurus e oan pa challfen labourat gant ur skipailh a seurt-se, pa challfemp,
holl asambles, degas pep hini e vaen dan ti nevez a vefe savet, evit gounid ar brezhoneg da
genta-penn.
Evidon-me, ne oa ket trawalch al labour graet er skolio a-bouez bras ne lran ket, anat
deoch ! , ret e oa mont pelloch ganti. Ar brezhoneg a veze kollet tachenn ganti bemdez ha
koll a ra choazh bemdez, muioch-mui , dav e oa roi da glevet anezhi e-lech all. War an
dachenn sokial ech eo deut da veza diaes-mat. Ar filmo, an tresadenno-bev zo kement
digarez da roi anezhi da veza klevet e degouezhio, gwirion pe faltazi, e-lech ma ne vez
ket klevet ken mod-all. Pedagogiezh eo se ivez moarvat, mod-pe-vod
Ha kerkent hag e miz Gwengolo 1999, pa ne oa staliet netra choazh, pa ne oa ket laset TV
Breizh choazh, a deufe war-wel er bloaz war-lerch, e oan bet krog gant al labour azasaat. Ar
Roue Rollo a oa bet ar rummad tresadenno-bev kenta bet lakaet e brezhoneg da heul
mizvezh stumma an hav. E-keit-se ech ae Laors Skavenneg da stajiad e ti Dubbing
Brothers. Dedennet-bras e oa bet gant ar ren komedianed, ha labouret en doa ur pennadig
du-hont, o peurechui e stummadur gant Jean-Marc Pannetier. Ur skouarn danav-hard en
deus hema, ha petra gwell evit an donezon-se evit beza rener arzel ?
E 2000 e oa bet boulchet gant al labour da vat gant ar skipailh : gant ar gomedianed,
Nolwenn Korbell, Mona Bouzeg, Cline Soun, Hlne Abalain, Tangi Daniel, Tony Foricheur,
Louis Donval, Remi Derrien, Momo Jouanno, Klet Beyer, gant Laors Skavenneg e-giz rener
arzel ha Pierre-Albert Vivet e-giz ijinour son. O veza savet e oa ar sal-son espres-kaer e ti
Herbak, e-tal kichen ti TV Breizh, ha da chortoz e oa bet ret dezhe krogi ganti en ur sinema
kozh en Oriant. Ha neuze, dao dei gant Ar Roue Rollo, Prig hag e vignoned deus Aostralia,
Tristan hag Izold, hag eurvezhio hag eurvezhio a dresadenno-bev da heul

15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

E-pad 10 vloaz on bet penn-azasaourez ha daou vloaz ouzhpenn a-nebeudo , hag ar


blijadur am boa bet o kenlabourat gant ar skipailh komedianed, o rener arzel hag an ijinourien
son. Pa veze re a labour war ar stern, ha da vare TV Breizh e oa bet ar muia-tout !, e teue an
azasaourien all, bet stummet er memes staj, da roi dorn. Meret e oa bet al labour-se gant
Mikael Baudu hag Ambra Rittore e TV Breizh betek 20035. Dar choulz-se e oa chomet a-sav
TV Breizh da vera an advouezhia war-eeun (er memes bloavezh he doa kuitaet Rozenn
Milin penn ar chadenn). Aezetoch e oa goull skoazell ar Rannvro ma oa meret an
advouezhia gant un aozadur all na oa ket ur stal brevez. Dar mare-se e oa bet kinniget dar
gevredigezh Dizale6, Andre Lavanant en he fenn dar mare-se, kemer ar mera-se e karg. Met
Mikael Baudu hag Ambra Rittore a zalche da choaz ar filmo hag an tresadenno-bev a vefe
advouezhiet war urzh TV Breizh, betek e miz Kerzu 20087. E 2006 e oa bet savet Brezhoweb,
ur chadenn nevez skignet war ar web, gant Lionel Buannic8 bet kuitaet TV Breizh ganta
ivez , e brezhoneg penn-da-benn. Etre 2008 ha 2011 ha delchen a ra dober hirie he doa
ar chadenn-se kemennet filmo ha tresadenno-bev o doa roet tu dar benveg krouet gant
Rozenn Milin da vont en-dro choazh, ha dar skipailh da zelchen gant e labour, a vije chomet
a-sav penn-da-benn a-hend-all, pa nen doa labouret nemet evit TV Breizh betek-henn.
Un nor all a oa bet digoret, en 2003, gant ur soj diwanet e penn Erwan Moalic, rener
Daoulagad Breizh9 : tri bloaz a oa e veze advouezhiet tresadenno-bev gant TV Breizh, met
kalzig a dud ne ouient ket an dra-se, hag o bugale nebeutoch choazh. Kinniget en doa neuze
e vefe aozet, gant Daoulagad Breizh, ar skigna an danvez-se, er sinemao, en abadenno
evit ar vugale. E penn-kenta e oa bet diskouezet un toullad tresadenno-bev bet
advouezhiet dija evit ar chadenn. Tamm-ha-tamm e oa bet kinniget, gant Erwan Moalic hag
Elen Rubin, filmo hir all da veza advouezhiet espres-kaer e ti Dizale (gant skoazell ar
Rannvro bepred). Abaoe eo deut an droiad-se da veza un emgav bloaz evit an holl vugale !

Ur mont en-dro savet gant ar skipailh


Un toullad eurvezhio azasaat deus ar bloavezhiom-se zo war gont Remi Derrien, Bastian
Gwilho, Stefan Moal ha Laors Skavenneg ivez a-wecho. Ha brav e oa, pa oa bet degaset
gante, estroch evit o barregezhio war ar vicher, o doareo dezhe da vont e brezhoneg

Gwelet ar bajennad Wikipedia war TV Breizh : goo.gl/nHwBiU


Lechienn : www.dizale.bzh
7
Gwelet ar pennad-skrid gant an Telegramm : goo.gl/WrUs5t
8
Gwelet ar pennad-skrid gant an Telegramm : goo.gl/dUP8Ot ; hag ur pennad-skrid war lechienn
Rannvro Breizh : goo.gl/yQqW5S
7.
Lechienn Daoulagad Breizh : daoulagad-breizh.org
6

15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

ouzhpenn. Pa lran deoch, pinvidigezh divent ar brezhoneg ! Met er penn-kenta-tout e oa


bet staliet hon modo da labourat, a dalv hirie choazh, din da chot met Nolwenn
Guignard hag Aziliz Bourges, azasaourezed donezonet anezhe o-div, a lro din ma ch on
faziet. Dar mare-se ivez e oa bet graet choazo sklaer war ar yezh a vije roet da glevet : ar
yezh e-giz ma veze klevet anezhi, gant al livio kaer he deus ha nint ket bet (choazh ?) tennet
diouti gant spered an Ildefraseien. Soj ho peus peseurt mod e oa bet diskaret ar chleuzio
war urzh teknikourien deut war-eeun deus Pariz, ha na ouient netra war doareo ar vro-ma.
Lod ama a oa bet kendrechet gant o arguzenno, ha diskaret gante pezh a oa bet savet gant
tud ar vro diwar abego solut. Spered an Ildefraseien da gever ar galleg a vez mat komz,
do soj, disliv, divlaz, di-ijin alies ha gant piv e vez krouet an trao nevez er yezh-se, ma
neo ket gant ar re a gomz anezhi en o mod dezhe, er banlevio peurgetket ? da heul al
lodenn vrasa deus ar re a glever e-barzh ar mediao gall nint ket kap memes da zistaga ur
ger e saozneg hep gallekaat anezha en doare vila, an dra-se neus ket da lakaat da
dalvezout evit ur yezh nanvezont ket en mod ebet.
Marteze e teu ar soj-se din diwar veur a dra : sevenadur an internet, a zarempredan abaoe
an dero, dar mare ma ne oa ken met skiantourien a rae ganta, pa oa an arme amerikan o
paouez roi anezha dezhe ; ma bloavezhio er skol-veur bet savet e 68, e-lech ma veze
studierien deus 120 bro dishevel, yezho a bep seurt ha livio a bep seurt war ar galleg ivez,
ha hini ebet muioch a-bouez evit ar re all ; tammo trao zo o deus plijet din, a-viskoazh, e
sevenadur ma bro, sevenadur ar Vretoned Diwar dout se e teu moarvat, bepred e welan
ech a war strewi, hag un dra vat eo : neo ket gant un den e vez chechet ar bed, met gant
meur a hini asambles, a labour a-stroll evit difenn ur soj, ur preder, ha ranna anezhe, hep
ma na vije rediet den ebet da vont da heul ma ne fell ket dezhadezhi. Neus ket ezhomm da
lakaat un anv nemetken e penn an trao, met ne vefe ket reizh ankouaat an neb en deushe
deus laset un dra bennaket, en deushe deus bet roet tro dar re all den em aoza en-dro da
se. An holl, en ur skipailh, o deus o zalvoudegezh, hag a zegas trao zo ne vije ket moaien
ober hepte. Neus ket deus ur renka deus krech da drao, nann vat, na tud a-us dar re all a
dennfe gounid deus labour ur skipailh a-bezh. A-blaen ech a an trao, pep hini gant ehe
doareo. Hag e skipailh kenta an advouezhia e oa bet mod-se dalchmat.

Mont pelloch ganti zo dober brema !


Ur bazenn genta e oa sevel an advouezhia. Deus ar skipailh kenta zo deut ar re a weler
hirie er chleweled e brezhoneg war-bouez un nebeud anezhe moarvat, krog ganti un tamm
a-raok , ha deut zo reo all abaoe, donezonet anezhe, o deus bet krouet trao zo a
dalvoudegezh er produi e brezhoneg. Met brema ch eo ret mont dan eil pazenn penn-da15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

benn, ha kroui muioch evit pezh zo bet graet betek-henn. Ezhomm zo deus produourien a
vo kontant da vont war an dachenn-se, evit skoazell an holl re o deus mennozhio pa neo
ket ar mennozhio a vank, sur on deus se da lakaat anezhe e pleustr. Ha tud zo a vez o
klask prienti an dachenn evit ar re-se, a fello dezhe kroui war-eeun. Ur bazenn genta e oa
an advouezhia, a rae war-dro danvez savet gant tud all, e-maez Breizh. Ar patromo savet
gant tud all zo mat da awen dhon fatromo dimp a chom da sevel. Nomp ket tonket da chom
troourien sojo ar re all da viken, neus forzh deus pelech e vefent, ha kendirvi dimp
memes ! Neuze, dar re yaouank a fellfe dezhe mont war vicherio ar chleweled a zo dioute
brema, muioch-mui, a-drugarez dun avatur kroget pemzek vloaz10 zo gant an advouezhia,
e lrfen a-walch : deuit war an dachenn-se gant ho sojo, ho choanto kroui, ha mho
peus un dra bennaket da lret, lrit, en ho mod deoch, en ho yezh deoch !
Skouerio zo deus tud, e-mesk hon chendirvi just a-walch, o deus bet savet, tamm-ha-tamm,
pezh zo ezhomm evit gellet kroui, diwar o ijin dezhe ha neo ket diwar ijin tud all. Sojal a
ran da skouer en tier-produi en Bro-Gembre, en Iwerzhon, en Skos, en Catalunya ha me oar,
hag a ginnig filmo faltazi brema a lak war-wel mod ar Gembreidi, an Iwerzhonidi, ar Skosiz,
ar Gatalaned da welet ar bed. Liva komzo an Amerikaned pe ar Challaoued gant o gerio
neo ket bet trawalch dezhe
Dimp-ni da vont pelloch brema, poent eo, ha da lakaat nerzh er sevel, hon-unan, an danvez
a fell dimp, ama ! Ha gwelloch un ober evit kant lavarer, kuita ?
Dimp-ni holl eo ar brezhoneg, dimp-ni holl, brezhonegerien, eo da lret peseurt yezh a faot
dimp kaozeal, skriva, choari dimp-ni holl da lret pezh a fell dimp ober ganti. War gement
tachenn a zo, par ma challimp, gant ma ne grogo ket brezhonegerien zo, pe Bretoned
divrezhoneg memes a-wecho, da lret dimp nhon eus ket ar gwir-se
Ama ema dazont ar chleweled e brezhoneg.

10

Pemzek vloaz zo, a lren, e oa bet savet an advouezhia, nen deus ket chechet hirie abaoe. 19992015, ne vefe ket 16 vloaz zo kentoch ? Tamm ebet, ar bloavezh prienti nema ket e-barzh ar gontse : e 2000 e oa deut war-wel disocho kenta ar prienti, ha labour ar skipailh en e-bezh. Pa ch eo
labour ar skipailh ken a gont, ha neo ket pezh a reer en e gorn. Neuze, 2000-2015, mat eo ar gont !
15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

Danvez ouzhpenn
Diwar bajennad TV Breizh war Wikipedia
La chane diffuse une partie de ses programmes en breton de 2000 2008, ce qui impose le
dveloppement de doublage pour les productions audiovisuelles n'en disposant pas. Prs de trois
millions d'euros sont investis par la chane sur cette priode, et une partie des cots sont financs
par le conseil rgional de Bretagne partir de 2003. Prs de 400 heures sont ainsi doubles,
auxquelles s'ajoutent prs de 95 heures de magazines en breton produits par la chane.
Diwar TV Breizh : une autre tlvision, gwalarn.org
UNE CHANE BRETONNE MAIS BILINGUE
Quelle sera exactement la place de la langue bretonne sur TV Breizh ? TV
Breizh ne sera pas une tlvision en langue bretonne exclusivement. Ce serait
rduire son audience aux 250 000 bretonnants. TV Breizh sera une tlvision
bilingue. Comment ? Grce la technologie moderne, qui permet de diffuser,
sur une mme image, plusieurs canaux son. La plupart des missions se feront
donc en franais mais, en plus, certaines dentre elles seront doubles en
breton sur un autre canal son pour ceux qui le souhaiteront. Et si, au cours des
missions en franais, quelquun sexprime en breton, il sera sous-titr en
franais. Pas dexclusion ni de monopole : chacun son libre choix c'est conforme l'attitude
ternelle des Bretons.
Le doublage des films na pas t une mince affaire. Un stage de formation aux mtiers du
doublage, lan dernier Carhaix, a laiss des souvenirs durables aux participants. Deux studios
avaient t monts dans les locaux de lInstitut Mdico-Educatif, dsert pendant lt. Une quipe
des meilleurs professionnels de Paris avait t mobilise. Trente Bretons souhaitant devenir
adaptateurs ou comdiens du doublage avaient t slectionns. Et voil quon retrouva dans leurs
bouches la diversit des parlers bretons (il y en a quatre) ! La langue bretonne naurait-elle pas enco
re fait son unit ? Finalement, tout sest arrang. Et on sest dit que, comme pour le franais, la
tlvision fera uvre dunification sans pour autant quon aboutisse un breton " chimique " que
Rozenn Milin dteste.
An Telegramm, 5 a viz Here 2004
TV Breizh. Recherche srie doubler en breton
Flore Limantour
Le breton sur TV Breizh, on le retrouve au quotidien aux infos
et pendant la mto. On l'entendra bientt avec le doublage
en breton des films comme Marion du Faout et L'Affaire
Seznec . L'tape suivante pourrait bien tre une srie
amricaine en breton. Faute de spectateurs (captifs de
chanes thmatiques), il n'y aura plus de dessins anims doubls en breton. En revanche, TV
Breizh s'est lance dans une politique de doublage en breton des fictions, grce l'aide
financire non ngligeable de la Rgion (la moiti du budget de doublage via l'association
Dizal).
Marion du Faout

15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

Programme le 11 novembre sur TV Breizh, Marion du Faout est la premire fiction


double en breton. Pour ce film de Michel Favart (1997) qui dure 3 heures 30, pas moins de
six semaines ont t ncessaires pour assurer le doublage par quarante comdiens. Nolwenn
Korbell y prte sa voix Marion. Au total, nous avons travaill sur ce projet de la mi-mars
au mois de septembre , explique la chane. Le cot du doublage se monte 180 000 . Hier,
dans l'auditorium de la socit Her Bak installe sur le ple Image de Lorient, les comdiens
Manu Mhu, Yann-Herl Gourvez et Gilles Pennec posaient des paroles en breton sur une
scne d'interrogatoire de L'Affaire Seznec . Pas facile de plaquer, sur la bouche d'un acteur
comme Jean Yanne ou Christophe Malavoy, sa voix et une autre langue. Outre le talent du
comdien, il faut celui de l'quipe qui a travaill sur la dtection (mouvements de lvres),
l'adaptation (traduction qui correspond aux mouvements des lvres) et la calligraphie
(inscription du texte sur une bande qui sera lue par les comdiens). Les comdiens doivent
matriser le breton oral et crit (il faut lire la langue sur la bande). Mais ils ne sont pas
forcment lgion avoir ces comptences. Cet t lors du doublage de "Marion", un
comdien professionnel, qui a l'habitude de doubler et qui parle couramment breton, a d
renoncer. Il ne parvenait pas le lire. Le recrutement se fait donc parmi les artistes qui ont
dj doubl les dessins anims (341 heures) et qui ont pour certains t forms lors d'un
stage Carhaix (29), au lancement de TV Breizh. Columbo en breton ? Leur avenir
professionnel passera peut-tre dsormais par le doublage des sries amricaines. Mikael
Baudu, responsable de la langue bretonne sur la chane, estime que doubler des sries
franaises ne prsente gure d'intrt : On connat leur voix en franais. En revanche,
doubler des Columbo ou autre Jessica Fletcher permettra d'viter de cantonner le breton
l'histoire et la culture bretonnes, explique le rdacteur en chef Lionel Buhannic. Perry
Mason parle bien en franais. Pourquoi ne parlerait-il pas breton ? On peut parler de tout en
breton !

15 bloavezh advouezhia pe penaos e oa kroget an trao Corinne ar Mero Kerzu 2015

10

You might also like